War-dro 470 ez eas Gwennole da skol sant Budog (pe Beuzeg), war enez Lavred, en enezeg Briad. War-dro 485, p’en doa c’hoant da vont da Iwerzhon da azeuliñ relegoù sant Padrig a oa o paouez mervel eno, e welas, en un hunvre, Padrig o lavaret dezhañ e oa gwelloc’h chom en Arvorig ha sevel un abati eno. Gant unnek eus diskibien sant Budog ez eas Gwenole d’en em ziazezañ war enez Tibidi (un anv zo bet displeget evel ti-pediñ), war aod an Ospital, e genoù stêr ar Faou.
Bon...J'arrête de vous bassiner en breton